| |
 |
|
 |
Ar yec'hed |
|
|
|
|
|
|
|
An aozadoù laezh zo ul lod pouezus-tre eus hor bouetadurezh. Ganto e vez degaset elfennoù ret deomp evit kaout ur yec'hed mat : kalsiom, vitamin, protein, glusid ha lipid. Dizoloet e vo ganeoc'h perak e vez redius an aozadoù laezh e-kreiz hor boued.
Dizoloadenn vat … |
| AR C'HOLESTEROL |
 |
|
 |
|
| AR C'HALSIOM |
 |
|
|
 |
Ar C'HOLESTEROL |
 |
|
|
An druzennoù hag ar yec'hed, petra a-fet kolesterol ? |
Gant ar rebechoù graet a-enep an amanennoù e vez ankouaet re alies o ferzhdedoù mezhur. Tamallet e vez dezho "lakaat da devaat", "degas kolesterol" ha
"bezañ re binvidik gant trenkennoù druz peurvec'h o kreskiñ ar c'holesterol" hag
"o reiñ lañs d'ar c'hleñvedoù kalon-gwazhied".
Bremañ, avat, ez ouzer mat ez eo kempleshoc'h ar wirionez : mar bez kresket ar golesterolemiezh (feur ar c'holesterol) gant re a drenkennoù druz, ne zeu ket an hevelep efedoù gant an holl drenkennoù druz hag emañ ar menoioù diwar-benn an trenkennoù druz
oc'h emdreiñ, en o zouez diwar-benn an drenkenn viristek hag a gresk feur
ar c'holesterol mat (HDL). |
 |
Etre 240 ha 280 mg kolesterol zo gant 100 g amanenn ha 100 mg gant 100 g dienn. Tro dro 6% eus ar c'holesterol bevezet gant ar C'hallaoued a vefe pourvezet ganto. Dreist-holl evit an dud o yec'hed mat, avat, ne vefe ket delanvadet bras ar golesterolemiezh gant ar c'hasadennoù boued kolesterol. Evit gwir ez eus daou orin evit kolesterol ar bevedeg : gant an avu ez eo kevanaozet 2/3 anezhañ hag 1/3 hepken zo degaset gant ar boued (300 da 400 mg dre zeiz ha dre zen, un darn anezho n'eo ket euvret). Ouzhpenn-se ez eus ur reizhiad reoliñ anezhañ : pa ya ar c'hasadennoù war zigresk e ya ar c'hevanaozañ avuek war gresk hag a bep eil.
An hil zo bras o roll war ar seblant. Mar bez kresket o feur kolesterol gant tud zo (pe o LDL/HDL) goude bezañ bevezet druzennoù laezh, gant tud all ne gemmo ket ha gant tud all e yay war zigresk !
Diogelet eo bet gant ur studiadenn, bet embannet e 2004 war British Journal of Nutrition brudet mat, n'eus liamm ebet etre beveziñ druzennoù laezh hag ar riskl d'ober e angwazhiad ar c'haher kalon kentañ. Er c'hontroll, dre veveziñ anezho (gant rezon evel just) e teufe kentoc'h efedoù mat war veur a barenn a-zivout arvarioù kalon-gwazhied !
Dalc'homp soñj ez eo ar C'hallaoued ar vevezerion vrasañ a amanenn (8 kg bep bloaz) en Europa ha koulskoude, hervez Aozadur Bed ar Yec'hed (ABY) ez eo o mervent kalon-gwazhied an hini izelañ er bed.
Ha mar bez ur roll, evit ar galon, gant ar boued e hañval bezañ mat dezho ar skouer boued hengounel gant ur bouetadurezh lies ha 3 fred bemdez diazezet war ar genfestadelezh, ar blijadur hag ar saourioù. |
|
|
Da betra e talv ar c'holesterol ? |
Rekis d'ar vuhez eo ar c'holesterol Talvezout a ra da sevel ha derc'hel e ratre kennennoù oc'h amc'holeiñ ar c'helligoù, ezhomm ez eus anezhañ evit kevanaozañ hormon zo, en o zouez ar re revel, evit krouiñ trenkennoù bestl o kemer perzh e koazhañ an druzennoù. Ouzhpenn e kemer perzh e bevgevanaoz ar vitamin D.
Ha muioc'h, ez euz vitamin druzzileizh (hezileizh en druzennoù) en amanennoù. Enno, gant kementadoù bras, ez eus vitamin A, pouezus evit kresk ar c'horf, evit herzel ouzh ar poreadoù, evit ar gweled…. Enno ivez ez eus vitamin D oc'h aesaat enteuziñ ha stagañ ar c'halsiom ouzh an eskern.
(hervez ar gelaouenn CERIN Mae 2005) |
|
Respontoù zo a-enep mennozhioù diasavet |
Ne vez ket ! En ur veveziñ re a zruzennoù o tont eus al loened ez aesaer evit gwir krouidigezh ar c'holesterol. Re a golesterol zo fall, n'eo ket ar c'holesterol en e unan. Ar stres, ar butuniñ, chom hep ober sport hag an hêrelezh ivez zo parennoù riskloù dreistpouezek. |
|
N'eus ket druzennoù fall anezho. Doareoù beveziñ dizereat a-fet kementadoù ha perzhdedoù ez eus hepken. Dalc'homp soñj ez eo lipid (druzennoù) al laezh e-touez ar mammennoù pouezusañ evit ar vitamin A ha D. |
|
|
Gouzout muioc'h a-fet amanenn |
N'hall ket bezañ dindan 80% bec'h druzennoù butirek (druzennoù al laezh)
Amanennoù dreistflour : gant dienn pasteuraet nad eo ket bet kornet, na dreistskornet, na didrenkennaet ez eo bet oberiet hepken. 72 eur d'ar muiañ goude bezañ bet dastumet al laezh pe an dienn ez eo bet kroget an oberiañ ha 48 eur goude kignat al laezh.
Amanennoù ribod : d'an amanennoù oberiet gant ur ribod tonell a-hed an argerzh oberiañ eo roet an anvad-mañ hepken.
Amanennoù sall : o bec'h holen zo brasoc'h eget 3%.
Amanennoù hanter sall : etre 0,8 ha 3% emañ o bec'h holen. Evit pinvidikaat saourioù ha perzhdedoù blaz an amanennoù-mañ e vez sallet gant holen mor pe gwelloc'h gant holen Gwenrann. |
Eun eun : ober gant ur meskaj hanter amanenn, hanter eoul. Perak ne losk ket ? N'ouzer ket, da vat, ne losk ket avat.
Hengounel : sklaeraat an amanenn. Aes-tra d'ober ha pa vo ezhomm bezañ war evezh e-pad 2 mn ez eo an hentenn kuzuliet gant ar geginourion. Mont a ra d'ober teuziñ an amanenn goustadik ha da zigrozañ al lodoù gwenn (restaj kasein) o chom war ar gorre pe c'hoazh silañ end-eeun. |
|
Mar bez lakaet ur graoñenn amanenn war ho fav c'hlas pe war ho flastrenn, meskit mat. Klaskit chom hep lakaat en-dro ar plad war an tan, neuze e vo miret blaz mat an amanenn.
Gant ur soubenn, n'ho pet ket aon lakaat ur graoñenn amanenn, tommet gant ar soubenn e vo pinvidikaet ganti ha da fetisañ e talvo. |
|
|
|
Livit ho kig rost war ur paelon gant un tamm amanenn a-raok ma vo lakaet er forn : sunekoc'h e vo c'hoazh.
Jentil eo an amanenn, en ur deuziñ e lavar pegoulz eo tomm, mat da vezañ poazhet. Pa 'z emañ o chuchumuchuiñ ez eo poent da lakaat warni ar boued da boazhañ gorrek. Na c'hortozit ket ma vo losket, kollet e vefe an holl spletoù degaset gant ar poazhañ dre amanenn. |
|
 |
Ar C'HALSIOM |
 |
|
Da betra e talv ar c'halsiom ? |
Elfenn diazez an eskern ez eo ur meineg redius evit sevel hor c'horf eskern hag evit mirout hor c'hevala eskern a-hed hor buhez.
|
Mard emañ 99% eus ar c'halsiom er c'horf eskern, ez eo ken pouezus, a-fet buhez, an 1% o chom er c'helligoù hag el liñvennoù ezkellik, en o zouez ar gwad. Ur roll pouezus a vez c'hoariet gantañ e-keñver gwask ar gwad, dre gemer perzh e mirout ouzh uswask an talmerennoù, e digreskadur an arvarioù a-fet grouan al lounezhi.
Evel just e labour ar c'halsiom a-gevred gant ar fosfor evit sevel ha kreñvaat an dent. Gant an hal, a-gevred gant ar protein laezh, e tifonnusa ar c'halsiom koll danvezenn an dent ha fonnusaat a ra o admeinekaat. |
|
|
Penaos ez a en-dro e-barzh hor c'horf ? |
Pa n'eo ket hor c'horf barrek d'e oberiañ e rank bezañ degaset gant ar boued.
Ne dalv da netra, avat, mard eo enteuzet fall ha mard eo skarzhet gant ar bevedeg hep dezhañ bezañ graet e lod. Ret eo dezhañ bezañ enteuzet gant ar pervez, an euvriegezh eo, ha war-lerc'h bezañ staget ouzh an eskern. |
 |
Da vezañ ar c'halsiom dave eo anavezet ar c'halsiom laezh. Euvret mat eo en abeg da vezañs nutrezhioù zo el laezh : protein, laktoz (sukr al laezh), vitamin D (evit an aozadoù nad int ket kignet). Ar feur kalsiom/fosfor zo mat-tre rak brasoc'h eo eget 1, pezh zo ret evit ma vo miret ar c'halsiom gant an eskern. Erfin, en darn vuiañ eus an aozadoù laezh ez eus kementadoù bras anezhañ.
Ent keitat, e boued ar C'hallaoued, e vez degaset 70% eus ar c'halsiom gant an aozadoù laezh, ar peurrest a vez degaset gant al legumaj (16%), an dour (7%), an aozadoù edeier (4%), ar c'hig hag ar pesked (3%). Hep an aozadoù laezh e vefe diaes da vastañ d'e ezhommoù kalsiom.
Mar bez laosket a-gostez an degasadennoù kalsiom dre ar boued e vo puñset en e galsiom dezhañ e-unan gant ar benveg, er c'horf eskern da skouer, a yay da hedorroc'h a-benn hir dermen. Gant ar vugale, mar manko kalsiom dezho ne greskint ket ken mat hag e rankfent ; gant ar grennarded ne vo ket ken kreñv an eskern, ha diwezhatoc'h, ur wech deuet e vo un arvar brasoc'h gant an osteoporoz ha neuze e vint hedorroc'h. |
|
|
Pe ezhommoù zo a-fet kalsiom ? |
| An degasadennoù kuzuliet zo : (e miligrammoù bemdez) |
| Bugale etre 1 ha 3 bloaz
|
500 |
| Bugale etre 4 ha 6 bloaz |
700 |
| Bugale etre 7 ha 9 bloaz |
900 |
| Krennarded etre 10 ha19 vloaz |
1200 |
Maouezed 55 bloaz tremenet
Ha gwazed 65 bloaz tremenet |
1200 |
Dougerezed pe mammoù o laezhañ |
1000 |
Ne vez ket degaset an hevelep kementad a galsiom gant an holl aozadoù laezh, gwell eo deoc'h, neuze, debriñ meur a hini. Da skouer e vo kavet 300 mg kalsiom e :
1 volennad 250 ml laezh dienn, hanter-zienn pe kignet
2 bodad laezh tev
30 g formaj emmental
80 g formaj kamembert
40 g formaj glas
300 g formaj gwenn
Bemdez e vez skarzhet 500 mg kalsiom eskern gant hor c'horf. Erbedet eo da zebriñ 3 aozad laezh bemdez gant Program Broadel Mezhur Yec'hed,
betek 4 evit ar vugale hag ar grennarded. |
|
Peseurt boued zo leun a galsiom ? |
| An aozadoù laezh ha legumaj pe frouezh zo : |
Da skouer : 1 volennad laezh zo kevatal da 1 kg orañjez, 850 g kaol glas, 120 g amandez.
Ar frouezh hag al legumaj a vefe a-walc'h evit bastañ d'hon ezhommoù kalsiom ?
Ne vefent ket, klokaet e vez degasadennoù kalsiom an aozadoù laezh gant ar bouedoù-mañ, ne vefent ket amsavet ganto, avat. N'eus ket kement ha kalsiom enno, hag enteuzadur kalsiom ar plant a vez gwanoc'h en abeg d'o bec'h trenkenn oksalek pe drenkenn fitek, hep menegiñ ar gwiennoù o tiaesaat ivez euvriegezh ar c'halsiom.
Kemeret e vefe plas al laezh gant ar chug soja ?
Ne vefe ket, el laezh ez eus 8 gwech muioc'h a galsiom eget er soja. Ha pa vefe pinvidikaet gant kalsiom, ne vefe ket enteuzet ken mat en abeg d'ar vank a vitamin D ha da vezañs an drenkenn fitek, ouzh e laka en arvar da vezañ dizileizh. |
|
|
Respontoù zo d'ho koulennoù boutinañ |
Elfenn diazez an eskern ez eo ur meineg ret evit sevel ar c'horf eskern hag evit mirout e gevala eskern a-hed e vuhez. Ur roll en deus ivez evit gwask ar gwad, kaoulediñ ar gwad, obererezhioù ar c'higennoù hag ar galon, treuzkas an enredoù nervennek, h.a. … |
|
Pa n'eo ket hor c'horf barrek d'e oberiañ e rank bezañ degaset gant ar boued. Ne dalv da netra, avat, mard eo enteuzet fall ha mard eo skarzhet gant ar bevedeg hep dezhañ bezañ graet e lod. Ret eo dezhañ bezañ enteuzet gant ar pervez, an euvriegezh eo, ha war-lerc'h bezañ staget ouzh an eskern. |
|
Da vezañ ar c'halsiom dave eo anavezet ar c'halsiom laezh. Euvret mat eo en abeg da vezañs nutrezhioù zo el laezh : protein, laktoz (sukr al laezh), vitamin D (evit an aozadoù nad int ket kignet). Ar feur kalsiom/fosfor zo mat-tre rak brasoc'h eo eget 1, pezh zo ret evit ma vo miret ar c'halsiom gant an eskern. Erfin, en aozadoù laezh ez eus kementadoù bras anezhañ. |
|
Evit an abegoù deskrivet gant ar goulenn kent ez eo staget mat ouzh hor c'horf eskern. Tizhet e vez gantañ ur feur dispar etre 30 ha 36%, evit 5 da 13% evit ar pinochez hag ar beler, 23% evit ar chug soja pinvidikaet. Seul euvretoc'h e vo ar c'halsiom, seul stagetoc'h e vo ouzh an eskern. |
|
Ur wiadenn vev eo an eskern o stummañ distummañ bepred ar c'horfoù eskern, o vezañ adnevesaet 3 pe 4 gwech er vuhez-pad. Bemdez e koll kalsiom, alese dezhañ an ezhommoù a zegasadennoù ingal. Gant an hevelep kenstrolladur mezhurioù ha maenegi hag an eskern eo savet an aozadoù laezh. Gant un doare gwellek e kemer perzh en argerzh adgenel. |
|
Gwir, bemdez e vez kollet kelligoù gant hor bevedeg. Rekis eo kalsiom an aozadoù laezh, a-gevred gant gwezh o frotein, evit adnevesaat ar c'helligoù. |
|
Ya, kresket e vez ganti stagañ ar c'halsiom ouzh an eskern ha reiñ a ra tu da sevel ur c'hevala eskern bras e-pad ar vugeliezh hag ar c'hrennoad. Ar sport zo un doare galloudus da virout ouzh ar c'hleñvedoù eskern ur wech deuet. |
|
Gant meur a studiadenn ez eus bet lakaet war wel liammoù mat etre beveziñ kalsiom laezh ha reoliñ e bouez, ar stourm a-enep an uswask, dizarbenn kankr ar c'holon, a-enep stummadur grouan al lounezhi, dizarbenn brusk an dent…. |
|
|
|
LAÏTA
60, bali Baron Lacrosse
Greantva Kergaradeg
F-29806 Brest Cedex 9 |
 |
Pgz : 33 (0) 2 98 42 54 25
Plr : 33 (0) 2 98 42 46 10
Darempredoù |
|
|
|
|
|